Diwar follennoł distag
Anjela Duval
 
Yaouankizoł

Yaouankizoł

E pep hini ’z eus kened

E pep hini promesa.

Liorzh-veur he mil bleuńv

Disheńvel a liv a furm a frond.

Enno holl zo koantiri

E lod zo pareańs

E lod zo kontamm.

Gwerc’hizi fur ha gwerc’hizi foll

Gwazed kadarn ha gwazed laosk

Reoł a gar ar Peoc’h

Reoł a gar an Trouz

Reoł a labour

Reoł a gousk

Reoł a gan evel eostiged

Reoł a vallozh evel diaouled

Reoł a ya d’ar park da c’hounit o bara

Reoł a ya d’an davarn da lonkań o feadra

Reoł a daoulin dirak ar Mestr

Reoł a daoulin dirak an Arc’hant

Reoł a ya davet ar Paour

War o dremm ur bann-heol a joa

Reoł a sell outań gant dispriz

Reoł a bok d’an douar

War vez hon harozed

Reoł a bok d’ur goantenn

E korn teńval ur sal-dańs

Reoł a gar yezh o Bro

Reoł a gar yezh mac’homerien o Bro.

 

""" Bro va c'havell """

 
 
Degemer |  Diwar follennoł distag |  Anjela Duval hiziv
  © Anjela Duval - Pep gwir miret strizh evit an holl vroioł