Troennet ha kildroennet
Troennet ha kildroennet
E faltazi ar gorventenn
Hadennig askol o
pourmen en ebr
Adplanedennig stag he
flanedenn
Ouzh he meni harzlamm
’vit un treizh turmudek
Kouezhet en diwezh en
douar-mañ krin
Pell out bet oc’h
eginañ
Ha gorrek out savet
a-douez ar vein ruilh
E brizhheol ar spern du
ar brug hag ar brulu
Mac’het ha flastret out
bet gant tropelloù marnaoniet
En desped d’az mil draen,
Padal gant poanial ha
termal
Ha marteze pediñ, piv
’oar ?
Ma ! sed te deut a-benn
Da sevel uhel da benn
Ha da vleuniañ ’velkent
’Vel nep rummad da
ouenn