Ken dous
Ken dous hag ar mel
Eo ar gomz war da
vuzell
Ken mistr hag an heizez
E taolez troad en douar
Da gerzhed zo dispar
Hañval ouzh ur Rouanez.
Da vousc’hoarzh zo ken
flour
Da c’hoarzh ’vel hiboud
an dour
Da lagad zo ken lirzhin
Da vlev melen ’vel re
un ael
Ha rodellek ’vel re un
ael
Ha da zivjod zo ken
livrin
Hag ar roz-ki eus ar
mintin.
Da c’houg hebleg a zo
ken gwenn
Ha delioù-bleuñv al
lilienn
Evel perlez eo da
zentigoù
’Vel pabu-Mae da
vuzelloù.