Heñvel
Heñvel ouzh ur
c’houzilhadenn
Heñvel ouzh krampouezh
boulboazh
O lipenn war o lapenn
etre melen ha glas
Fritet holl delioù ar
winienn
Spontus sur eo bet o
gloaz
Avel skorn ’tre biz ha
reter
Avel but a droc’h ’vel
gwer
Nag a reuz en un
nozvezhiad
A-vilionoù gant pep barrad
War an douar a gouezh marv
Nag ho planedenn zo garv
Delioù koantik-tout c’hoazh dec’h
O liv ’tre melen ha
glas.