10 eur
10 eur ! Da eur Jiskar
8 eur dan Heol.
Noz eo a-boan.
A-boan
Sell ta
Perak eo deut ar ger-se
War veg va chreion ?
A-boan. Ya, poan
A ! ar ger-se : poan
Va heuilhet en deus
bemdez
War-bouez nebeut
Poan gorf pe poan
spered
Zo bet ken lies va lod.
(Lod pep den moarvat)
Evel gopr ar Vuhez eo.
Hiziv emaon savet ur
bazenn
E skeul an amzer
E skeul ar bloavezhioł
Ar bemzekvet ha
tri-ugent
Ya da ! savet a lāront
« La vie montante » emezo
Diskenn eo a ran gwelapl
Stouiń un tamm muioch
Bemdez war-zu ar bez
Tostaat dar gźr, eme
Yann.
An deiz-mań tri a viz
Ebrel
Oan deut war Douar
Breizh-Izel
En noz-mań etre an dri
hag ar bevar
Oa aet va zad dar Bed
all.
Doue da reiń Joa de
anaon.
Eizh vloaz ha tregont
zo abaoe.
Un nebeud mignoned o
deus bet koun
Ur stourmer kozh hag ur
stourmer yaouank
Ur vignonez a bell-bro.
Hetoł ha Profoł. Balzam dar galon
Er studier.
A, Doue meur an neńv
Nag eo ponner samm ar gozhni
samm ar bloavezhioł
Nag eo ponner samm an
nammoł
Hag ur glachar
disiritań
Ha gwelout o tisiritań
Kement tra zo bet
Levenez,
Kement tra zo bet
Kened.
O gwelout o treiń da
fraost
E riskl da vout preizh
ar bultur
Doue ra viro
Bev eo choazh em chreiz
Feiz ho tadoł kozh
Ha karantez divuzul Douar Breizh.