Diwar follennoù distag
Anjela Duval
 
An Oaled

An Oaled

Dilorc’h ha digened

Gant e vein-ben kizellet plaen

Trebezioù goveliet edan an drezenn

O souten ur podhouarn potin du

A-bouez e walezenn

Fentus ! E dri droad gantañ

A-istribilh ’us d’an tantad flamm

Emañ e poazh irvin ar buoc’hed

E pep korn brec’hiadoù skilhoù ’n o sav

O sec’hañ o derc’h goudoret

Ar c’hi bihan du a gousk en e voest kartoñs

A hanterzigor ul lagad da bep strakadennig

 

""" Va zi bihan """

 
 
Degemer |  Diwar follennoù distag |  Anjela Duval hiziv
  © Anjela Duval - Pep gwir miret strizh evit an holl vroioù