Diwar follennoù distag
Anjela Duval
 
Lazhadeg Biafra

Lazhadeg Biafra

Foei ! Foei war an ONU. Mezh d’e lakepoded

Haderien kasoni. Disrann. Gwast ha Dispac’h.

Mezh d’ar Bed diseblant dirak ur seurt torfed,

A goufon divorc’hed arc’hant da vont d’al Loar

P’emañ ’n naon o tagañ Pobloù euzh an Douar

An aeledigoù du o Eneoù gwenn-kann

Dislontret o selloù, o c’horf ’vel ur c’helan

O c’hofig noazh koeñvet. Merzherien Biafra.

Kaset dezho « vaksin ». Int ’c’houlenne Bara !

A-vil-vern o vervel gant an naon hag ar spont

 

Loened ar feurm.

 
 
Degemer |  Diwar follennoù distag |  Anjela Duval hiziv
  © Anjela Duval - Pep gwir miret strizh evit an holl vroioù