Diwar follennoł distag
Anjela Duval
 
Keneliezh

Keneliezh

Un den en deus astennet e zorn din

En ur dirollań ur c’hoarzh sklintin

Hag an dremmwel a-bezh ’n em zigoras

An Heol a lintras a-daol-trumm

 

Kened ur jestr breudeuriezh

O tisiellań kevrin ar Bed

An douar ne vije nemet ur bez

Hep keneliezh dindan an neńv

 

Ezhomm hor bo daouarn gouestlet

Evit lezel enno hon doanioł da deuziń

Deomp da ziskargań enno hon enlouc’h

a grouadurien adkavet

 

Bagad evned o sevel asambles

Delioł daskrenus ur wezenn veur

Skourroł oc’h en em bokat

Psalm kanet gant mil mouezh

 

An askell-groc’hen

Rouanez seven ar c’himiadoł arc’hlas

A nij kuńv ha sioul ’touez ar stered aour

Louet ha krenus en amheol e rez

Hun digas ar plantennoł youst

Hag a leugn ar selin a hirhunvre chin

 

"""Ya, ober 'ran gwerzennoł. Met ne blij tamm ket din bezań anvet barzh!"""

 
 
Degemer |  Diwar follennoł distag |  Anjela Duval hiziv
  © Anjela Duval - Pep gwir miret strizh evit an holl vroioł