Diwar follennoù distag
Anjela Duval
 
Ar c’hazh a hun (2)

Ar c’hazh a hun (2)

Biroù o flammañ va dargreiz

A droc’h ennon va alan

A droc’h poulzadennoù va c’halon

Am dalc’h en amhun

Ar boan a vir ouzhin ar Preder

Hag an hunvre

Trouzigoù an noz a dastroc’h an amzer

Strakadennoù munut an etivi en oaled

Treid mibin ar glav war wer ar prenestr

Boud an avel en ivinenn

Sabad al logod er c’hrignol

 

Gant Maria Prat hag an Dregeriz (1972)

 
 
Degemer |  Diwar follennoù distag |  Anjela Duval hiziv
  © Anjela Duval - Pep gwir miret strizh evit an holl vroioù