Diwar follennoù distag
Anjela Duval
 
Miz Du

Miz Du

Evel tra o langisañ

Evel un dra varv

Ha na varv ket

An avel ’zo kroget ennañ al lentegezh

 

Bez’ ez eus em c’halon

— Netra en lavar —

Un nebeudig karantez

Manet er goueled.

 

Hag am laka da geuziañ

D’ar pezh a ’n em lavarer

— Etre daou vousc’hoarzh —

Evit ar Vuhez.

 

Evel un dra bennak hag en em stlej

Hag a zo marteze o vont da vervel

Petra ’ta a c’houlennin-me digant an oabl

Ken izel ’us d’an toennoù ruz ?

 

Un tammig gras, ur bannac’hig glav

Evel un dameuc’h eus an noz

Pa gousk pep tra. Pa ne fiñv netra

Mui a Heol, Avel, a boan

 

Bez’ ez eus em c’halon ul lod enoe

Oabl louet ha karantez

 

Gant he maeronez (a oa 91 bloaz d'ar c'houlz-se).

 
 
Degemer |  Diwar follennoù distag |  Anjela Duval hiziv
  © Anjela Duval - Pep gwir miret strizh evit an holl vroioù