Eñvoradur
Treiñ an nozelenn
Ha distreiñ hanter
vloaz
E donder an istor
Taol ha taol gorrek
ha ponner
glaz a gouezh war
sioulder an nozvezh arkus
Komzoù fromus a
zever
Eus boest ar
skingomz
Taolioù taboulin, trouz treid gourion
Hag anvioù harozed
ha fedoù marzhus.