Bemdez kañvioù
Bremañ va breur-mager
Savet ’oamp gant an
hevelep laezh.
Pa oas ganet gant da
vreur-gevell
’Oa deut ho tad da
erbediñ va mamm
Da ziouerout deoc’h va magerez
Peogwir ’oan dija unnek miz
Dre druez kristen ’oa roet ar c’havrig.
Un doare kerentiezh ’oa ’ta etrezomp.
Jozefig ’oa marvet
paotr yaouank
Ha Sebastian aet
er-maez ar Vro
Distro pell zo ’vel pep
Breizhad mat
Da barrez e gavell
e-touez e gerent.
Bremañ e kousk e douar
ar Vered
E skeud an Iliz kozh
m’eo bet enni badezet
Ma omp bet asambles war
bankoù ar c’hatekiz
M’eo bet badezet enni e
vab nemetañ.
Doue d’az pardono
Sebastian
Joa d’az Ene e Baradoz Doue.
Da viken. Amen.