Pedenn da sant Padrig
Hiziv p’emañ ho kouel
Sant Padrig benniget
Eo aotreet me ’gred
Goulenn diganeoc’h
skoazell
Ar mor-se anvet mor
Breizh
M’hoc’h eus warnañ
bageet
Graet ken lies a dreizh
Gwelit e zour kousiet,
’Ket o treizhañ
kristenien
Gant tonennoù eoul-maen.
C’hoar eo Breizh da
Iwerzhon
M’oc’h dezhi sant Patron
Hi fenoz e levenez
Daoust d’he c’hudennoù kriz
Met Breizh a zo en
enkrez.
Padrig sikourit-ni
Dazont ar besketaerien
Zo lakaet en argoll
Dindan ar gwiskad
eoul-maen
Ar pesked ’varvo
holl
Sant Padrig ho pet
truez
Eus al labourerien-vor
Grit ma tec’ho al
lastez
Trema kein an donvor.
Un dra c’hoazh o sant doujet
Breizh a-bezh zo
nec’het
Gant an dibab zo d’ober
’Vit gelvel kannaded :
Padrig patron Iwerzhon
Iwerzhon c’hoar da
Vreizh
Breizh hiziv klañv he
c’halon
Hag en teñvalded he
meiz
Gant Bro-C’hall bet
lubanet
Trelatet dezhi he
spered
’Oar mui war be tu
mont.