Mintin
Breizh miz Du
An deiz o tont, lezirek
Da guitaat barlenn an
noz.
An heol bemdez war
zilerc’h
Da zigor e brenestr.
Chom ’ra izel da ruzata
Digened ha dinerzh
Tamolodet er c’hogus
Evel ur vaouez kozh
Paket ’n he
gloaneier.
Kala-goañv. Gouel an
Hollsent
Gouel an Anaon.
Bleunioù ha daeroù er
beredoù
Dremmoù trist, ankeniet
o kantren etre ar
bezioù
hag o taoulinañ da
bediñ
evit o re dremenet.