Ar c’hazh a hun (1)
Biroù ha broudoù ar
boan
A vir ouzhin an hun
Gwaskoù an enkrez
A vir ouzhin an
hunvre
Hag ar bedenn… Padal
Trouzigoù an noz a zastroc’h va enoe :
Strakadennoù munut an
etivi en oaled.
Oeñsoù mibin ar glav
O stekiñ ouzh gwer ar
prenestr
Boud an avel en ivinenn
rividik
Froñj ur c’harr-nij e
gwaremm ar stered
Morzhol an horolaj o
c’hoveliañ an Eur
War annez an Amzer.
Ha… Koroll al logod er
c’hrignol
Tra ma rouzmouz ar
c’hazh rouz damgousket
Kollet ’n e hun ha ’n e
huñvre
E spered o redek
war-lerc’h e garedig
Ar gazhez