Stourm
Deiz pardon Gwengamp
Pardon Itron Varia ’Wir
Sikour
Ne welin mui da selloù
don
Leun a gevrin, leun a aters
ha leun a drugarez.
Ne glevin mui da vouezh
(Stourm ?)
Nemet em huñvre
hurlink,
Da chalpadennoù laouen
Pa gomzen ouzhit,
Da harzhadennoù nerzhus
Pa vezez war veilh.
Krozal, kunudal ha
yudal a raes, ha
bremañ…
Bremañ out tavet da
viken,
o kousket e douar al
liorzh
e-kichen da vamm-gozh
Fido.
Echu da verzherenti !
Ki mat out bet
ha keuz ’m eus dit,
Stourm.
Da anv ’oa dibabet
mat evidout
pell out bet o
stourm ouzh ar marv.
Ret eo bet dit plegañ.
Hun bremañ, me da
vestrez
a stourmo c’hoazh ma permet Doue.