Diwar follennoù distag
Anjela Duval
 
Te, an hini gozh

Te, an hini gozh

Roufennet out evel un aval kozh kouezhet

En dije gwelet an Heol pevar-ugent hañvezh

An hini gozh atav ’vel-se a vez anvet.

Met e don da galon e skin ar garantez

’Vel pevar-ugent nevez-hañv eo glas da zaoulagad.

Da zeskiñ deomp ar vuhez. Furnez ar bloavezhioù.

 

Roufennoù don da dal ha regoù an douar :

Hevelep barzhoneg, treset en hevelep labour.

Hag ur sin ar groaz o tremen ar c’halvar

Da c’houl digant ar Mestr ma vo strujus an Hañv

Ma vo un Eost fonnus hag un tammig Eurvad.

Ya, roufennoù da dal ’zo ’vel ur parkad bleuñv.

 

"Abadenn skinwel André Voisin : ""Les conteurs"""

 
 
Degemer |  Diwar follennoù distag |  Anjela Duval hiziv
  © Anjela Duval - Pep gwir miret strizh evit an holl vroioù