Diwar follennoł distag
Anjela Duval
 
Trugarez Aotrou

Trugarez Aotrou

Trugarez Aotrou evit an holl c’hrasoł degemeret ganin eus ho perzh e-pad ar bloaz

79-mań a zo o vont d’ar Beurbadelezh.

Distaolit din va mankoł en ho keńver hag e-keńver va nesań ha roit din grasoł a-leizh

evit ar bloaz 80 a zo e toull an nor. Roit din un tammig yec’hed ha kalz a gouraj, roit

din un tamm sklźrijenn ma ne strebotin ket re war an hent a gas davedoc’h. Roit din

poell ha muzul ma ne foranin ket ho krasoł na madoł an Douar. Roit din muioc’h eget

’m eus ezhomm evidon va-unan ma vo tu din da lodenniń gant kalz a re yaouank hag a

re gozh pasianted ha douster ma ne

c’hloazin ket kalon va nesań.

Roit m’ho ped Aotrou d’am Bro Breizh ar c’hras da c’hellout magań he bugale korf ha

spered kalon hag ene ma ne vint ket rediet da astenn o dorn d’ur Vro fallakr.

Roit deomp tud fur ha kadarn d’hor ren e doujańs ho lezenn hag hengounioł hor

Hendadoł hag hor Sent.

Kargit kalon ar mammoł a (c’hras  ?) hag a emroüsted ma tegemerint ar grouadurien

vihan-se a zo bet a-viskoazh ken tost d’ho kalon.

Roit furnez d’ar yaouankizoł da ren ur vuhez divlam, da garout al labour ha da doujań

o zud.

Roit beleien d’hoc’h Iliz, Aotrou, int eo holen an douar.

Aotrou na lezit ket ar Broioł da ’n em zrailhań dre gasoni pe wallc’hoantegezh da

vadoł an douar.

Na lezit ket Aotrou ar paour ar bihan dindan dreid ar gallouduz, C’hwi hag hoc’h eus

krouet an den dieub.

Ha na lezit ket ivez an dud da vizeriń, da voufoniń hor breudeur al loened hag ar plant,

C’hwi hoc’h eus ivez o c’hrouet Aotrou.

Aotrou, roit d’an holl ar bara pemdeziek-se ha diwallit an douar hag ar pezh a doug

eus an droug.

Klod deoc’h da viken e lein an Neńvoł.

 

31 a viz Kerzu 1979

 

"""Un dremm roufennet sklźrijennet gant daoulagad lemm leun a vuhez hag a fent"""

 
 
Degemer |  Diwar follennoł distag |  Anjela Duval hiziv
  © Anjela Duval - Pep gwir miret strizh evit an holl vroioł