O kozhañ
Gant va daouarn o kozhañ
E krogan ez taouarn yaouank
E don va daoulagad o kozhañ
E viran ar sked eus da
re
Gouzañv tremenvan ar
Bedoù
Kozh loen gouez tizhet
gant ar spont
Va degemeret ha miret ac’h eus
O rannañ ganin va anken
Gant va daouarn kozh
E krogan ez taouarn yaouank
E don va daoulagad o kozhañ
Mirout ’ran skeud da
re-te
N’ouzon pegoulz en amzer diasur
’Vo torret al liamm
etrezomp
Met kemer ’ran da zorn,
em daoulagad
E viran ar sked eus da
re