Dit-te
Dit-te eo ar sklêrijenn
a darzh eus an Teñvalded
Hag ar Vadelezh a darzh
eus ur galon brevet gant ar stourm.
Dit-te an ti digor war
ar Bed hag ar garantez a c’halv war an dachenn emgann
Dit eo ar Road a
chom ur gounid pa seblant kollet pep tra hag ar vuhez a zever
a-dreuz islonk ar
marv.
Dit ar gwenved kuzhet
er boultrenn douarel
Hag emaout aze
evidon
Hag emaout aze evit
an holl.