Advokad ar Beorien
C’hwi Aotrou Sant Erwan
Ken galloudus eus an
Neñv
Evel m’edoc’h bet war
an Douar
M’ho ped fenoz gant
fiziañs
Taolit ur sell a
druez war hon tamallidi
Emaint du-hont,
seizh eus bugale Breizh
Seizh stourmer
kalonek
Kaset dirak lez-varn ar
Stad
Evit bout re garet o Bro.
Mizioù ha mizioù int bet bac’het
Gant ar polis gall.
Da c’hortoz barnedigezh ar C’hallaoued
Aotrou Sant Erwan bezet o advokad
C’hwi hoc’h eus bet
ivez difennet
Gwirioù hor Bro enep
d’ar galloud gall.