Diwar follennoů distag
Anjela Duval
 
Sent Breizh

Sent Breizh

Bennozh Doue deoc’h Sent Breizh

Da vout heńchet bet’ va zi paour

Beleien enorus, Stourmerien difaezhus

N’emaon ket din eus seurt Enor

Padal laouenaet eo bet va c’halon

Komzet hon eus kalz eus ar minorelezhioů

Eus stourm ar Gelted ’enep d’o zonkadur

Eus stourm Euskariz, Katalaniz, Hungariz.

Holl gwasket gant Pobloů digar

Kollet gant al lorc’h ha nerzh diaoulek

An Arc’hant hag an Armoů.

Ar re-se na (?) ket un nerzh ar Vertuz

nerzh al labour, nerzh ar Bedenn, nerzh ar Garantez

Skuizh on divi, met ken laouen va

C’halon ma lavaran deoc’h, Sent kozh va Bro

Kendalc’hit d’hor skoazellań ha da

sklęrijenniń ar Bobl evit ’vo lakaet ar

Ouel da verdeiń gant fiziańs

war vor diasur ar Vuhez, e

lagad bepred stignet trema ar pal :

porched an Neńv.

 

6 a viz Gwengolo 1981

 

""" Va zi bihan """

 
 
Degemer |  Diwar follennoů distag |  Anjela Duval hiziv
  © Anjela Duval - Pep gwir miret strizh evit an holl vroioů