An Douar
N’hon eus ket karet
a-walc’h evit bout dellezek eus an Douar.
N’hon eus ket karet
ar gwez, gant o deil distaget eus ar broñs d’an diskaramzer. Ar
rusk gant o man ken
kaer.
N’hon eus ket karet
an dourioù, na skeud an heol warno. N’hon eus ket karet ar mor.
N’hon eus ket karet ar
Garantez, a garemp dreist holl draoù an douar. N’hon eus ket
karet ar Marv.
N’hon eus ket karet an
Douar. Nag an oabloù ma red ar
c’houmoul. Nag uvelded ar
vuhez pemdeziek, ar
blantenn a red ’rez an douar, tu-gin an delioù, kalonenn ar
wezenn. N’hon eus
ket karet ar Goañv. Ne garemp ket maen ar roc’h, kalon ar maen,
nag ar skeudoù kuzhet
dindan ar maen.
An noz, an noz hag an
hun klouar, na tu-gin pluñv al labous : n’hon eus ket karet
huniñ.
Ne garemp ket ar Bara,
c’hwezh ar goloennoù gwenan, ar spezad, nag ar pesked teñval
hag a wel tu-gin ar
gwagennoù.
Ne garemp ket an Tan
; ne garemp ket an Avel ; nag ar mennozh a ’n em zifenn hag ’n
em nac’h, nag ar
meiz a youl hag a dremen dreist ar soñj.
N’hon eus ket karet hon
hunvreoù, n’hon eus ket karet an daouarn hon dalc’he war an
tirien-mañ, nag ar re
hon gwele o tec’hout hag a grede hon derc’hel gant o daouarn.
Ne garemp ket an
antronozioù. Doan ’rae dimp an diogelded : ar marmor, an aktoù a
feiz.
Doan hor boa rak ar
pezh a fiñv, hag ar pezh na fiñv ket. Kasaet hon eus al listri, ha
mallozhet war an
ervioù. An houarn en deus skalfet dimp hor roufennoù, an holen ’zo
bet kroget en hon
divjod. Distaolet hon eus an houarn ha kondaonet an holen.
Mallozh. Mallozh war an
douar-mañ, war ar mintin, ha war roz ar beure. Ar rozenn ’zo
kouezhet marv, hag ar
mintin ’zo gweñvet.
Ha, sur, ni a gare ar Bara, ar porselen, ar seiz,
frond ar vaouez, mare ar garantez. Ni a
gare pezh a ra diouer d’an deiz-mañ hag an Eur o
tremen, ar mor. Met karout ’raemp
muioc’h c’hoazh ar veaj.
Ne garemp ket an Douar a-walc’h evit chom.