Diwar follennoù distag
Anjela Duval
 
Glac’har

Glac’har

Pa gomzan eus glac’har

N’eo ket eus un dizanvez e komzan

A bell zo e anavezan.

Kollet am eus un tad karet

Kollet am eus ur vamm dreist-karet

Ha n’eo ket hep glac’har.

Kollet am eus mignoned tost d’am c’halon

Amezeien a garen ’vel nes-kar

Ha n’eo ket hep glac’har.

Anavezout mat a ran ar wask-se

A ra d’ar gwad re enket

Treiñ da daeroù sall.

 

Anjela war gein he c'hazeg !

 
 
Degemer |  Diwar follennoù distag |  Anjela Duval hiziv
  © Anjela Duval - Pep gwir miret strizh evit an holl vroioù