Lez a-gostez da chapeled
Lez da gan, da
bsalmerezh. Piv a gred dit enoriń er chorn teńval ha digenvez-mań eus
un neved e zorioł
serret ? Digor da zaoulagad ha gwel nemań ket da Zoue dirazout !
Emań e-lech memań al
labourer o labourat an douar kalet, ha war ribl ar charrhent
memań o poaniań an
torrer-mein.
Ganto emań dindan an
heol hag ar barrad.
E zilhad a zo goloet a
boultrenn.
Diwisk da vantell deol.
Hańval outań diskenn er boultrenn.
Dieubidigezh. Pelech e
fell dit kaout dieubidigezh ? Hor mestr neo ket eń n em
sammet e-unan eus
liammoł ar grouidigezh ? En em staget eo ganimp evit biken.
Deus er-maez eus da
brederi ha lez a-gostez da vleunioł ha da ezańs. Da zilhad a n
em rog hag a n em
saotra. Petra vern ? Kerzh davetań hag en em zalch en e gichen el
labour hag e chwezenn
da dal.