Ar C’hinnig Gourel 57
Sklêrijenn, va
sklêrijenn, sklêrijenn a leugn ar Bed
sklêrijenn allazig a
lagadoù, douster ar galon
sklêrijenn.
A ! ar sklêrijenn a
goroll e-kreiz va Buhez !
Muiañ-karet, va c’harantez a dasson dindan frap ar
sklêrijenn. An neñv a zigor. An
avel
a lamm, ur c’hoarzh
a red dre ar Bed.
War meurvor ar
sklêrijenn, va muiañ-karet ar valafenn a zispleg he divaskell. Kribenn
ar gwagennoù
sklêrijenn a lintr a lili hag a jesami.
Ar sklêrijenn, va
muiañ-karet, a vruzhun an aour war ar gwabrennoù, hi a stlabez
a-fonn ar mein prizius.
Ul levenez veur en em led a zelienn da zelienn, o
va c’harantez ! un hevoud divuzul.
Meurstêr an neñv he deus beuzet he ribloù. Al
levenez a zo holl dic’hlannet !