Diwar follennoù distag
Anjela Duval
 
Gallout

Gallout

A, gallout c’hoazh, gallout mont

Da lavarout kenavo da bep hini

Da bep park da bep kleuz da bep gwezenn

Da bep gouezredenn (?) da bep toull-karr

Da bep hentig don da bep gwenodenn

Da gimiadiñ diouzh ar prad ouzh ar c’had

Ouzh baradoz alaouret al lanneg.

 

Gant an Aotrou Klerg, person Bulien, kuzulier ha mignon Anjela.

 
 
Degemer |  Diwar follennoù distag |  Anjela Duval hiziv
  © Anjela Duval - Pep gwir miret strizh evit an holl vroioù