Kantvet deiz-ha-bloaz ganedigezh Anjela Duval
Da geñver kantvet deiz-ha-bloaz ganedigezh Anjela Duval e ped Mignoned Anjela ac'hanoc'h da zont ur pennad
war bez ar varzhez, e bered Plouared, d'ar Sul 3 a viz Ebrel 2005 da ziv eur.
- Diskuliet e vo ur skulterezh e maen-greun, graet gant Yvon Ollivier-Henry, bet awenet gant ar barzhoneg " Preder ".
- Staliet e vo ur blakenn war ar bez ivez, e-lec'h ma vo bet kizellet ar barzhoneg-se.
- Darn eus barzhonegoù Anjela Duval a vo lennet gant Anne Auffret, Marie-Thérèse Corson (nizez ar varzhez), Jean-Marc Imbert, Yann-Fañch Kemener, Roger Laouenan (moarvat), Ronan Koadig, Bastian Gwilhou, Yann-Bêr Piriou (moarvat) ha kement hini a fello dezhañ ober.
A-hend-all e ped familh Anjela Duval ac'hanoc'h, d'ar memes deiz, ar Sul 3 a viz Ebrel 2005 da deir eur,
d'un oferenn e brezhoneg e iliz Ar C'houerc'had.
Anjela Duval
Labourerez-douar ha barzhez breizhek
Ganet er C'houerc'had d'an 3 a viz Ebrel 1905
Marv e Lannuon d'ar 7 a viz Du 1981
" Stourm a ran war bep tachenn "
Anjela Duval eo ar plac'h-se a veze 'pad an deiz o labourat an douar en he menaj bihan, Traoñ-an-Dour,
hag a dape he c'haieroù diouzh an noz evit skrivañ barzhonegoù, deuet da vezañ e-touesk ar re garetañ e brezhoneg.
He yezh-pemdez 'oa ar brezhoneg ha desket he doa ar yezh lennegel, pinvidikaet anezhi gant he gerioù, he c'hizidigezh.
He barzhonegoù a ziskouez he c'harantez spiswel evit an natur, he c'hounnar a-enep d'ar re a ziskar ar brezhoneg,
hec'h ankenioù, he fent.
HE LEVRIOÙ BREZHONEK
1973 Kan an Douar, Brest, Al Liamm, adembannet e 1978 (184 pajennad).
1973 Hiboud al Leger, Sant-Brieg, Skol (96 pajennad).
1982 Traoñ an Dour, Brest, Al Liamm (144 pajennad).
1982 Tad-kozh Roperz-Huon, Douarnenez, Hor Yezh, adembannet e 1993 (188 pajennad).
1983 Ki bihan ar feunteun, Ar Releg-Kerhuon, An Here (64 pajennad).
1986 Me, Anjela, Lesneven, Mouladurioù Hor Yezh (160 pajennad).
1989 Rouzig ar gwiñver, Ar Releg-Kerhuon, An Here (64 pajennad).
1998 Stourm a ran war bep tachenn, Sant-Brieg, Mignoned Anjela (184 pajennad).
2000 Anjela Duval - Oberenn glok, Louergad, Mignoned Anjela (1 286 pajennad testenn ha 48 pajennad fotoioù).
AN DASTUMADENNOÙ DIVYEZHEK
1995 Gant ar mareoù-bloaz - Au fil des saisons, Spezet, Coop Breizh. (Tregont barzhoneg tennet eus Traoñ an Dour ha Kan an Douar, troet e galleg gant Per-Jakez Helias ha skeudennaouet gant Jacques Philippot).
2003 Quatre Poires, Pempoull, Mignoned Anjela. (Pevar barzhoneg ha tri-ugent dibabet ha troet e galleg gant Paol Keineg).
mignoned.anjela@breizh.net
|