Anjela Duval  
Serr-Noz

Serr-Noz

 

Un oabl louet-ludu.

Izel : a-stok er gwez du

Un oabl ludu o tiskenn izel

Da bakań ar glenn en e vantell vlot

A led ar sioulded ’us d’ar waremm.

            … Kevrinus, un askell-groc’hen

            A droidell didrouz.

                                   Noz peoc’hus !

Ha sede a-daol-trumm

Du-hont ouzh tor ar run :

Ur vlejadenn hiraezhus

O regiń peoc’h an noz…

                                   Un annoar dianket !

 

[1965 ?]

 

"""Ya, ober 'ran gwerzennoů. Met ne blij tamm ket din bezań anvet barzh!"""
 
Degemer |  Roll ar barzhonegoů |  Anjela Duval hiziv
  © Anjela Duval - Pep gwir miret strizh evit an holl vroioů