Advleuniań
D’am roz ha d’am lili
D’am bleuńv glas o weńviń
Em liorzh skarinet gant skarnil an doan
Em ene gwallvroudet gant kribin ar boan
’M eus furchet, ’m eus fojet, ’m eus klasket gant Spi
Un enezenn damc’hlas, ur berad dour boull
N’am eus kavet siwazh, siwazh ’met ur poull
’Met ur poull dour c’hwero, ul lennig dour sall
Ar perlez marc’had-mat bet skuilhet gwechall
Eus seurt ma vez skuilhet war hunvreoů brell
Eus seurt ma vez skuilhet war c’hoantoů diboell
Hag ar menozioů manet da seveniń…
— Gant dour sall m’he douran, bleuniań ’rafe c’hoazh
Ha hi hanter weńvet : va bleuennig c’hlas ?
Ha bleuniań ’rafe c’hoazh e liorzh ar Spi
Va
roz ha va lili ?
— Mui ! ’Met lann ha brug,
Ha
netra mui…
14 a viz Gwengolo 1965, Gouel ar Groaz