Anjela Duval  
Bleuńv Balan

 

Bleuńv Balan

 

P’edo ar balan en o c’haer

’Oa deuet mignoned.

Sebezet gant kement a aour

            Serret o doa bokidi

            Samm o c’hirri

Lavaret d’al lanneg kenavo

            Da vloaz an distro.

Ar balan o deus koun : kalonoł kizidik

            — Setu ni e bleuńv !

            Emezo din disul,

Pegoulz e teuy ho mignon ar barzh ?

Pegoulz e teuy an div zimezellig

            O mouezhig sklintin

            O zreidigoł mibin

            O doa dańset ’n hor metoł

            War leurenn al lanneg

            Ouzh sonerezh ar skrilhed ?

Hag an hini a anvit e kevrin ho kalon

            Santezig Breizh. Pegoulz e teuy ?

— O ! dizale va bleunioł koant

Disul emaon ouzh o gortoz.

            Gortoz aner. Den n’eo deuet !

            Unan zo klańv. Unan zo skuizh

            Re arall n’o deus graet van

Ha ret anzav ouzh ar bleuńv — aet skuizh o c’hortoz —

                        Kemmet o deus o liv.

                        Stouet o fenn

Ur gridienn o redek hed-ha-hed al lanneg

(Marteze n’oa nemet an aezhenn ?)

                        Koulskoude holl a-gevret

                        Sioul ha goustad

                        O deus gouelet

                                   … Daeroł aour.

 

11 a viz Mezheven 1965

 

Eur sakr ar skrivań
 
Degemer |  Roll ar barzhonegoł |  Anjela Duval hiziv
  © Anjela Duval - Pep gwir miret strizh evit an holl vroioł