An uhelvarr « doug-eurvad »
(Eost an uhelvarr en
Traoń-an-Dour gant ar berc’hennez hag ur mousig)
I
An uhelvarr e-barzh
Bro-C’hall.
Amzer gozh an Drouized
gwechall.
Gant ur falz aour ’vije
troc’het.
War pallennoů gwenn dastumet.
II
Du-mań n’eus ket a
filzier aour ;
Dichonket ’vez ’n tokadoů
paour
Gant Fańchig, pignet d’o
c’herc’hat
D’o c’hinnig evel «
doug-eurvad ».
III
’Bouez ur fiselenn a
diskenn
An tokad din ’barzh ma
barlenn,
Gant doan da vreviń e zelioů
Ha dishilh e berlezennoů.
IV
Ha dao bremań d’un tokad all
— Oc’holla ’vat ! Ar we’enn a vrall ?
— Ya, Fańchig. Diwall da gouezhań !
— O ! Bet dinec’h ! Me zo ’r paotr skańv !
V
Ha neuze ’ya Fańchig en hent
Gant e vokedoů a bep ment
War ur vazh hir ’dreuz e zivskoaz
E-giz d’un « Douger-dour
chinois ».
VI
Ya Fańch hast buan mont en kęr ;
Noz an Nedeleg zo emberr.
Hag an Itronezed te ’oar ?
A zo ’c’hortoz o uhelvarr.
VII
Bet ez eo mat e dammig tro :
Bet ’n deus gwerzh-butun, madigo.
’N ur retorn seder ha laouen
E kan din un tamm Nouelenn
VIII
En Itronezed, ’me’ań, ’oa stad
Pedet on d’ho trugarekaat
Nemet n’o deus ket bet o gwalc’h
N’am boa na hanter na trawalc’h
IX
Hag ar Mabig Jezuz ? Fańchig
Bet ac’h eus sońj eus e graouig ?
O ya ! ’Vel just an tamm
kaerań
Am boa dibabet evitań !
Ar C’hozhvarc’had,
Nedeleg 1960