Danvez Bleuńv
— Bodenn spern-du lavar din-me
Pelec’h ’c’h eus kavet-te danvez
D’aozań da vleuńv gwenn ha skańv ?
— Arboellet ’m boa ’pad ar goańv,
Fulennoů
erc’h kouezh’ em c’herc’henn
Ha
d’o gwriat neudoů rev gwenn.
— Balan aour lavar ivez,
Da vleuńv-te zo en pe danvez ?
— Drailhennoů int, ha netra ken
Eus mantell aour ar Prińs
melen…
— Brugoů uvel bleunioů va
Bro
Lavarit din bremań d’ho tro
E pelec’h ’prenit ho tanvez
Gant ho pleuńv eo ruz ar menez.
—Ni
’sav war dosenn Runavin
Ni
’skrap pallennoů ar mintin
N’eo ket danvez ’ray diouer dimp
Da fardań bleuńv ’r pezh a garimp…
— Ha te radenenn an douflez
Te n’ac’h eus kavet tamm danvez
— D’am danvez bleuńv n’am
eus tamm keuz
Va delioů zo ken koant ha
bleuńv.
18 a viz Mae 1965