Ar stourmad elfennel
An tan michańs n deus dilezet e wenn ruz
An dour e sae liv dan amzer
O n em vriata dindan an douar kalet
Ez int en em speriet o n em gannań
Vit ma tarzho eus ar goulaou disked
Un avoultrenn en oabl an
nevez-hańv
Korf koabrennet mellek vel ur menez
Torr ma toull an evn ma tigor an aezhenn
An hańv a zianal en e skevent divent
An heol meur a vildorr e mil noz
Follez a loarioł glas, a sterennoł teńval
En hech istradoł, e zremm a zaouhanter
Glas an oabl e hun al lenn
Ma choari ur stivell hag he hiboud
E grochier-se a vuhez a
astarzhoł didrouz
Gant un hunvre dourel a
zasorch ar barroł.
Eń kurunet a beoch hag a
chlazur
Eń, levenezenn a laboused eń gwenn a vleuńv
Eń maget a zroukrańs ha kreńv a horos
Ma pad ennań ar stourmad elfennel
Ar chef garv e pikern e dourell
A steu e skoulmoł, e firchier, e weadoł
Hag o n em vountań a dorr da dorr
A zalch trechus, en
ijin, savadur
Vit kousket e razarch e liv
An tan meo graet vel n o hini
An den o tiwadań, hag
an heol o vervel.