Anjela Duval  
Da C’hourenerien Kernev-Veur

Devezh an Dornań

 

Barzhoniezh pobl

                        El leur :

— Ferc’hier, skubellennoů a-strew

Trouz ha safar ha paotred vezv.

Ar bern plouz o vennout kouezhań

Div pe deir skeul ouzh e harpań

                        Er porzh :

— En ur flapań e zivaskell

Ar c’hog a gan war ar bern pell

A-denn-askell yer a zered

Estonet-holl gant ur seurt pred.

                        Er solier :

— Founnus eo an eost er bloaz-mań

Tev ar bernioů. Labour meskań

A winizh rous ar vińs zo leun

Krevet ar sac’h gant paotr ar greun ?

                        En ti :

— Leun an div daol gant ar baotred

Bec’h war ar c’heginerezed

Ki bras Anton. Ki bihan Paol

O valań eskern ’dan an daol.

                        En hent :

— Skarzhet « Kerdrubuilh » evelkent

Paotred a gan ’n ur vont en hent

Ur boultrenn lous war o zog plouz

Pellennoů melen ’n o blev rous.

                        War an treuzoů :

— Tec’het an dud, tavet an trouz

Deomp da skaotań al listri lous

Labour gwalc’hiń. Labour torchań

Labour kempenn. Labour skubań.

                        O vouskanań :

— Echu an eost, echu dornań

Warc’hoazh ar Sul da ziskuizhań…

 

            Eost 1964

 

"""Va chas paour"""
 
Degemer |  Roll ar barzhonegoů |  Anjela Duval hiziv
  © Anjela Duval - Pep gwir miret strizh evit an holl vroioů