Traouigoů dudius
— Un oan bihan o
taskiriat, damserr e lagadigoů, en e c’hourvez eus kostez e vamm.
— Houidi bihan war ur
poull ; hańval diouzh c’hoarielloů bugale.
— Ul labous-ki, a seblant
kousket-marv, o kregiń da c’hrougnal dre e hun.
— C’hwirinadenn gentań un
ebeul bihan.
— Ur gazhez du, tamolodet
en heol o paterat d’he c’hazhig gwenn o tenań.
— War un oabl glaswenn,
skourrig hebleg ur saprenn damzu o vrańsellat ur vran.
— Da goulz an neizhoů :
War un hent-karr daou rouzegan. Ar par, c’hwezhet e bluńv, o tańsal hag
oc’h ober orbidoů dirak e barez.
— Ul labousig-yar nevez-digloret o skrabań hag o tennań eus an douar ur
vuzhugennig, o redek kuit ganti, e vreudeurigoů war e lerc’h o klask laerezh
dezhań e breizh.
— Ur c’hi bihan kousket war chupenn e vestr e penn an erv.
— Ur gwińver o krignat un aval-pin, azezet ken fentus war ur skourr. En-dro
deoc’h frond an turkantin.
— Rod vras ur vilin o valań dour a dro da eon ken gwenn ha bleud gwinizh.
— Ur mell kevnidenn o krapań gant ur voger wenn un nozvezh m’emaoc’h kollet
en ho sońjoů du. N’oc’h tamm ebet brizhkredennour. Padal un elfenn a spi a sav
ennoc’h a-daol-trumm.
— Muzik ur gistinenn rous o tifaragoelliń eus beg ar wezenn : un notennig
skańv war bep delienn.
— Gant un devezh avelaj : striv ur big, ur skourrig en he beg, o nijal
a-dreuz e klask tizhout he neizh e barr uhelań an oulmenn du !
— Ul laouenanig o kanań seder. Ken
sonn e lost gantań, gwintet war beg bińs-tro ur waskerell avaloů.
— Mesper oc’h azviń (hańval ouzh roz gell), en ur vrousgwezenn hanter
dibourc’h. He deil diwezhań ken flamm ha ma vije bet kuzhet an Heol
dindani.
— Un ebeul bihan o kemer un tamm sukr diwar balv e zorn digant ur bugel.
— Ur bolez o kanań he lorc’h hag he estlamm dirak he vi kentań.
— Bilbilh ar wazhig na welit ket gant ar c’hegid.
— Daou vreurig gevell er memes kavell.
— Un neizhad
pennglaouigoů o vont da nij. Hini
da hini o tiflukań eus o zoull e moger an ti kozh. O sellout estonet ha nec’het ouzh ar Bed bras. O kemer o lańs war-zu ar vodenn ivin e tu all d’ar porzh.
— Glizh-noz war al lanneg. Antelloů skańv ha diniver ar c’hevnid a seblant
listri-hud evit hunvreoů. Pe bleuńv-arc’hant en dro-mań er lann glas.
— Tri baotrig yaouank-yaouank ’n o sav war ar skluz. O sellout e melezour
flour al lenn o-zri int splujet en dour evel da glask pakań o skeudenn. Na
dudius o gwelout evel tri glesker o neuńv.
— Ur rozenn wenn er mizioů du.
— Dre gan bihan taolenn ar waskerez : gwad an avaloů o ruilhal er penton
evel ur froudig dour aour.
— An hini diwezhań er wezenn. Un delienn rous o krenań
gant an aezhenn (a sońjec’h). Met
sede ma krog da ganań !… Na dudius un delienn a gan !
— Deut zo deoc’h ur
froudenn : mont da welout ar wezeg dindan an erc’h. Na dudiusań taolenn a gavit
: ur vodenn gargal glas-du lufrus gant e-leizh a voulloů bihan ruz-tan.
— Un dourredenn vihan : dour boull, traezh melen ha bili gwenn. E-kreiz ar
wazhig ur maen kinviek. Diskenn ’ra warnań ur foeterig-dour.
A-lammigoů a dro hag a zistro. Gwelout
a ra e skeud en dour… Hogen o fouetań dibaouez ar melezour gant e lost hir eo
mildorret an daolenn. Drouk ennań ez a kuit.
— Petra dudiusoc’h da
lagad ur gour eget blev gwenn-kann e vamm ?
— Ken koant hoc’h eus bet
kavet e varzhonegoů. Ken fentus e romantoů leun a virvilh m’o adlennit c’hoazh
p’ho pez c’hoant skubań ho sońjoů du.
Nag ho pije karet klevout e vouezh, ur wech en ho puhez.
Ma setu ! O souezh ! Un deiz dre vurzhud ar gwagennoů emań aze o parlant
dirazoc’h.
O dudi. Ar vouezh-se ken flour, ken leun, ken yaouank bepred. Biskoazh n’eo
bet flouret ho skouarn gant seurt muzik.
Nag ho poa graet ur fazi o sońjal e c’helle bezań mouezh raouliet pe
c’hwerv ur c’hozhiad !
Hag e sońjit e madelezh an Aotrou o vezań miret deoc’h evit ho kozhni
allazig ur vouezh he dije trellet ho empenn m’ho pije he c’hlevet bremań zo
teir gwech ugent vloaz !