Akt a C’houlenn
Va Doue ! en gouzout a
rit sur gwelloc’h egedon va-unan pere eo va ezhommoù brasañ.
Bete-henn n’am eus
biskoazh goulennet diganeoc’h ar binvidigezh.
Nag arc’hant nag aour, na domanioù bras, na kestell tonius na servijerien.
Na peadra da vevañ diboan ha didrubuilh hep bezañ sujet d’al labourioù
brevus.
Va Doue ! Gouzout a rit e
pe stad eo rentet va yec’hed. Ha gwelout mat a rit pegement a boan am eus o
c’hounit va bara.
Ne lavaran ket deoc’h
muioc’h.
Piv gwelloc’h egedoc’h a
gompren diwar hanter-c’her ?
Bez’ am eus goulennet
diganeoc’h alies va derc’hel en hent a gas d’ho pete, hag an nerzh da sikour an
neb a gavjen kouezhet war ribl an hent, gloazet pe skuizh ha digalon.
Spi am eus, o va Doue, pa
on deuet dinerzh d’am zro, hiziv an deiz, e teuy un Ene madelezhus eus ho perzh
d’am c’hennerzhañ ha da reiñ din an dorn da sevel ar c’hrav. Rak ponner e
santan va botoù em zreid, dastumet m’o deus kement a bri en hentoù.
Va Doue ne c’houlennan
diganeoc’h netra ispisial. Ne
vern petra a resevin digant ho madelezh a vo degemeret mat ganin. Rak me eo
Yann-an-holl-
ezhommoù.
Ra vezo graet ho
polontez.
10 a viz Ebrel 1964