Anjela Duval  
An dibab

An dibab

 

Da gentań, eus ar voudenn,

Ar sistr gwellań ’deu ’r-maez.

War c’horre ’sav ar c’hoaven

War ur bodezad laezh.

Hor faltazioł koantań,

Eus grignol hon eńvor,

A dap ar peurliesań,

Da gentań toull an nor.

 

[1962]

 

"O welat he falc'h (1968). "" Ul labour gwaz eo. Ret eo din en ober peogwir on ma-unan. """
 
Degemer |  Roll ar barzhonegoł |  Anjela Duval hiziv
  © Anjela Duval - Pep gwir miret strizh evit an holl vroioł