An delioł kentań
Disul edo choazh louet
Ha noazh o skourroł
Ar regennad gwez pupli
Hir-hir ha moan-moan.
War vevenn ar prad,
Och arvestiń ouzh o skeud,
En dour du al Leger.
Hiziv o deus cheńchet liv ;
Ned int na roz na melen,
Na kennebeut liv gwer.
Un arliv eo (anavezet hepken
Gant al Livour-Meur
) :
Tener, blizidik ha bresk,
Vel ur menoz o tiwan
En spered ur bugel.
E-tal ar Pont-Kozh, 20 a viz Mae 1962