Anjela Duval  
Preder

Preder

 

Va-unan ! — ’vel bemnoz — sioul an ti.

Va-unan gant pouez va soñjoù

Va soñjoù o klask ur c’han da c’horreiñ

Ha da vleuniañ.

Preder…

Selaou ’ran. Klevout ’ran :

Mouezh an tan : va c’henseurt bemnoz.

Ha n’on ket deuet a-benn c’hoazh

Da intent e yezh :

Bemnoz disheñvel.

Gwech e seblant ur bedenn : pedenn an oaled

aoter sakr an ti.

Gwech e kav din eo kan.

Gwech eo klemmvan. Pe kroz. Pe hirvoud…

E vogidell c’hlas o sevel ’vel un ezañs

Dre gan du ar siminal,

Da ’n em goll en noz du-dall.

Tarzhadennoù rusk ar c’histin pe an Elo o

strewiñ fulennoù ruz steredheñvel.

Flammennoù glas an haleg sec’h o sevel

uhel ha laouen.

Flammoù melen-aour ar Fo ’vel bannoù heol

o koroll, o koroll ’n ur ganañ.

Arouezioù hor menozioù bemdez o kemmañ.

Padal. Kalon an derv aet da c’hlaou ruz

a chom bev betek ar beure, sebeliet el ludu…

— Ha pad’ a ray Feiz ar Gelted en o Flanedenn

betek ar beure ?

Preder…

 

25 a viz Here 1964

 

"Abadenn skinwel André Voisin : ""Les conteurs"""
 
Degemer |  Roll ar barzhonegoù |  Anjela Duval hiziv
  © Anjela Duval - Pep gwir miret strizh evit an holl vroioù