An delienn
A bep tu dal Leger du
Eflennoł hirvoan a-regennad
O sevel uhel en oabl o
gwernioł sonn.
Du-mań du-hont ur
wezenn-onn :
Tul gwer o krenań en aezhenn.
Gorre lor an dour : melezour splann
O tameuch an daolenn :
Deńved gwenn iskis en oabl glas
Ha bolz-enor ar gwez bras.
Islonk hag echonder troad-ouzh-troad.
Un delienn rous o tiskenn eus an echonder.
Un delienn rous o sevel eus an islonk.
Gant an hevelep tizh : gorrek hag a-skij
An hevelep ment o-div, an hevelep liv
A-skij unan goustad o tiskenn
A-skij unan goustad o sevel
War gorre lor an dour e pok an eil deben
Neus mui met un delienn
A dalch da vont, plaen,
da heul he flanedenn.
Diskar-amzer 1963