Anjela Duval  
Nevez-amzer

Nevez-amzer

 

— A, Onnenn ! Setu m’out dihun ?

Me ’grede ’oas marv.

Troc’het a greiz da hun

Gant ar goañv garv…

— Lak prim da sae dantelezh ;

Tapet ac’h eus an dilañs.

Mae ’n em c’houlenn ’michañs,

Petra ’c’hoarvez d’e Rouanez ?

… Pell zo, ar faouenned

O doa klevet gant an Evned

Edo erru an Nevez-Amzer,

Hag int da ’n em ginklañ

Hag int holl da wiskañ

O saeoù satin gwer

Evit an degemer…

— Onnenn ! lugudenn !

Ha sevel a ri ?

Pe an Hañv a c’hortozi ?

’Vel a gari va c’hoantenn…

 

30 a viz Mae 1963

 

"Abadenn skinwel André Voisin : ""Les conteurs"""
 
Degemer |  Roll ar barzhonegoù |  Anjela Duval hiziv
  © Anjela Duval - Pep gwir miret strizh evit an holl vroioù