Anjela Duval  
Lagad an Heol

Lagad an Heol

 

— Heol ! Perak out ken diwezhat o tiblouz ?

Ha perak eo ken ruz da lagad ?

Ha bet ac’h eus en noz-mań ur gwall-hunvre, en deus graet dit leńvań dre da hun ?

— Na hun na hunvre na fall na mat.

Beilhet am eus an noz-pad…

Tra ma kouske ar c’hornôg dibled war ludu louet e lore me ’m eus graet tro an Douar.

Ha gwelet am eus tud o vervel gant an naon.

Gwelet ’m eus tud o vervel gant ar riv.

Gwelet tud o vervel gant an dic’hoanag.

Gwelet am eus tud o lazhań tud, breudeur o ’n em dagań.

Gwelet ’m eus pobloů mac’het.

Gwelet ur penntiern meur o kouezhań dindan boled ur foll.

Gwelet forzh tud o leńvań :

Ha chomet on bepred digas…

Gwelet ’m eus, avat, tud o c’hoarzhin goap ouzh ar re zo er boan, ouzh ar re zo en dienez

Ouzh ar re zo dindan ar yev.

Ha neuze am eus ranket leńvań,

Ma ’z eo ruz c’hoazh va lagad.

— Heol ! Sec’h bremań da zaeroů !

Mor-Breizh, emberr, a vo dous

D’az lagad ruz hag entanet…

 

Ur beure goańv 1964

 

Tud o tont da Draoń-an-Dour war lec'h an abadenn skinwel gant André Voisin
 
Degemer |  Roll ar barzhonegoů |  Anjela Duval hiziv
  © Anjela Duval - Pep gwir miret strizh evit an holl vroioů