Anjela Duval  
An Alouberien

An Alouberien

 

Kouezhet int war hon cíhorn-bro,

Evel ur bagad brini

War an dachenn-emgann goude an argad :

An alouberien !

Evit un dornad paper gall

Hag ur sin war baper timbr

O deus bet ar gwir da bercíhenniŮ hor glad.

An Alouberien !

Milinoý kozh an draonienn sioul

A zo bremaŮ o zra.

Kestell ha manerioý ívo dizale o mad,

An Alouberien !

Furchal a reont hor maezioý,

TemptiŮ, gant arcíhant, ar paour,

A werzh horolaj ha gwele kloz e dad,

Dían alouberien !

Estrenien decíh en hor Bro,

Arcíhoazh ívint hor mistri.

Ha bemdez en draonienn ín em astenn o rouedad.

An alouberien !

SkrapaŮ íreont mein hon Nevedoý,

Ha tronaŮ íra ín o salioý

Delwennoý kozh sent Breizh kizellet er cíhoad,

íTi ín alouberien !

Met ur ouenn is omp-ni íta ?

Hag ur Bobl lezober :

Pa lezomp da vont teŮzor hor Bro gant strollad

An Alouberien !

Cíhwi, Breizhiz strewet dre ar Bed,

††††††††††† Ho kervel a ran,

Cíhwi, Kenvroiz kousket en ho pro,

††††††††††† Ho tihuniŮ a ran,

Cíhwi, ar re he deus cíhoarzhet outo ar Fortun,

††††††††††† Hocíh aspediŮ a ran,

Ho pet truez ouzh hor Bro, deredit da stourmad

An alouberien !

 

10 a viz Gwengolo 1963

 

"""Va chas paour"""
 
Degemer |  Roll ar barzhonegoý |  Anjela Duval hiziv
  © Anjela Duval - Pep gwir miret strizh evit an holl vroioý