Anjela Duval  
Kan d’al Leger

Kan d’al Leger

 

                        I

Sioul e tirollez, Leger,

Da ruban voulouz du.

E kreiz ’tre ar pradeier

Gwez pupli e bep tu.

Hiboudiñ ’ra da zourioù,

O ruilhal dreist ar skluzioù.

                        Hag a-bell,

                        Te ’luskell

            Din va hunvreoù…

                        II

Gwechall, bugale seder,

A vilin da vilin,

Ni ’leunie da bradeier

Gant hon c’hoarzhoù lirzhin.

Azezet war da ribloù,

Ni ’gonte hor c’hevrinoù

                        ’Us d’ar Froud

                        O hiboud’

            Ni ’rae hunvreoù…

                        III

Pegen koant da vilinoù

’Hed an draonienn kent stank.

Na kanañ ’rae da skluzioù,

Gwechall p’edon yaouank.

Hag a-grap an tosennoù :

Chapelioù ha manerioù.

                        Kant kastell.

                        Kant tourell.

            Koant ’vel hunvreoù…

                        IV

Pa rin va hun diwezhañ

Dindan an ivinenn

Pa vo ’n avel o c’hwezhañ

’Soñjin c’hoazh en draonienn

Me ’glevo boud da zourioù.

Me ’glevo kroz da skluzioù.

                        Du-hont pell

                        O luskell’

            Din va hunvreoù…

 

29 a viz Here 1963

 

"Gant Anne Marine (evit an abadenn ""Escales"")"
 
Degemer |  Roll ar barzhonegoù |  Anjela Duval hiziv
  © Anjela Duval - Pep gwir miret strizh evit an holl vroioù