Anjela Duval  
Eur marzhus

Eur marzhus

 

Labour an deiz bremań peurgloz.

Deut an Eur edon o c’hortoz.

Goude trevell ken danvezel

Pegen dous : un eur speredel !

Er sioulder on beuzet amań.

En-dro din nep trouz ne glevan.

Netra ’met trouz ar momeder

’Kontań takadennoů amzer.

Eur ar bedenn, eur ar studi.

Eur an hunvre, ar faltazi.

Eur doueel. Leun a dudi.

Nag a levenez en eur-mań !

Un dra ’fell ken d’he barrleuniań :

— En oaled, ur skrilh o kanań !…

 

2 a viz Ebrel 1963

 

Gant he maeronez (a oa 91 bloaz d'ar c'houlz-se).
 
Degemer |  Roll ar barzhonegoů |  Anjela Duval hiziv
  © Anjela Duval - Pep gwir miret strizh evit an holl vroioů