Anjela Duval  
E-tal an tan

E-tal an tan

 

Kinniget da Roparz Hemon

Sonenn

                        I

Me n’am eus morse redet

War-lerc’h arc’hant nag aour.

’Skeud va labour ’m eus bevet

Gant va zud ’n o zi paour,

            Hag hon-zri, ’tal an tan,

            Er goańv goude koan,

            Gant marvailhoů ha kan,

            Ni ’ankouazhe hon foan.

                        II

Marvet eo va zud karet,

Pep eil gant ar gozhni.

Hag un deiz on ’n em gavet

Va-unan ’barzh va zi.

            Ha va-un ’tal an tan

            Er goańv goude koan,

            ’Lec’h kan n’eus met gouelvan

            ’N em c’halon leun a doan.

                        III

Bloavezhioů am eus stourmet

Ouzh kleńved ha dispi ;

Dre m’on a-viskoazh douget

D’al labour, d’ar studi.

            Met en noz ’tal an tan,

            Er goańv, goude koan,

            Ouzh netra ne ran van :

            Moredet en em poan.

                        IV

Met un deiz, « tra vurzhudus ! »,

Nijet eus Iwerzhon,

Heklev ho sonioů marzhus

A zihun va c’halon.

            Ha bremań ’tal an tan,

            Er goańv, goude koan,

            Din va-unan m’o c’han

            Da luskellat va foan.

 

4 a viz Here 1962

 

""" Bro va c'havell """
 
Degemer |  Roll ar barzhonegoů |  Anjela Duval hiziv
  © Anjela Duval - Pep gwir miret strizh evit an holl vroioů