Anjela Duval  
Erc’h Mezheven

Erc’h Mezheven

 

Gant aezhennig flour Mezheven

Brañsellat ’ra an halegenn

He bisigoù o tishilhañ

A c’hournij en avel skañv

Floupadigoù gwenn a zispeg

Eus o zoupennoù dumek.

Ha nij-dinij, ar malzennoù

O korolliñ skañv en Oabl

Zo ken espar hag Hunvreoù.

Pe Erc’h-hañv deut d’ober goap.

Ar bisigoù ’ra d’an douar

Ur vantellig dum klouar.

En-dro d’an haleg ’korn ar c’hloz.

 

14 a viz Gouere 1963

 

""" Bro va c'havell """
 
Degemer |  Roll ar barzhonegoù |  Anjela Duval hiziv
  © Anjela Duval - Pep gwir miret strizh evit an holl vroioù