An
Alc’houez Aour
I
Me ’an’vez ur c’hastell
Savet ’kreiz ar c’hoadoů
Zo kuzhet ’n e dourell
Ar c’haerań teńzorioů…
II
Prennet e chom an nor :
An alc’houez aour kollet.
Taolet eo bet er mor
Gant tud diskiantet…
III
Gant un alc’houez estren
Klasket digeriń ’n nor
Bepred eo chomet prenn
Ret kaout an alc’houez aour…
IV
Teńzor, ijin ar Ouenn
Barzhaz ha Lennegezh
’Chomo kuzh da viken
P’eo kollet an Alc’houez…
V
Kelted dispont ha taer
O deus splujet er mor
Kavet an alc’houez kaer :
Digor dor an teńzor…
VI
Hag holl deńzorioů Breizh
Zo dispak er c’hastell
Gant alc’houez aour ar
yezh
Digor eo an dourell…
20 a viz Mezheven 1964