En
koun eus va zad
1861-1941
Hiziv ez eus kant vloaz !…
Du-hont e bro Tonkedeg,
Damdost da zismantroů
Ar c’hastell-kreńv brudet,
E kęrig Runamberr ;
E ti daou bried yaouank :
’Voe ganet ur mabig,
« Ar mab henań »,
Hag e voe anvet Erwan.
Erwan ’vel e dad-kozh.
Ha ’vel sant bras Bro-Dreger.
Va zad ’oa ar mabig-se !
Ar mabig daoulagad glas-gwer,
C’hwec’h breur a zeuas war e lerc’h,
(Hep kontań ar merc’hed).
Kreńv ’oa andon ar vuhez
E kalon an daou bried !…
Triwec’h vloaz ’oa Erwan
Pa varvas an tad,
Hag ar bihanań ’oa daou vloaz.
Chom a reas da benn-menaj
Gant e vamm intańvez,
Ken ’voe savet ar vugale.
— Ha neuze e timezas
Gant merc’h e amezeg.
Ha d’ar priedoů yaouank
’Voe ganet ivez ur mab.
— Hag e voe anvet Charlez —
Evel e dad-kozh.
— Ne reas nemet tremen !…
Gant sae wenn e vadeziant
E retornas d’an Neńv.
— Goude ’teuas ur verc’hig,
Dezhi daoulagad glas :
Glas ’vel ar bleunioů lin !…
(Hervez a lâre mamm),
Hag ur pennad blev melen
’Vel ed o tareviń.
Maria ’oa bet anvet : Maria-Adela.
Hag ar verc’hig-se ’oa fur,
Ha koant, ha seder, ha speredek,
Hag e oa Heol he zud,
Ha goanag o c’hozhni.
— Siwazh !… Doue en doa
bet aon,
Aon ’vije bet saotret
Un ene ken kaer
Gant kailhar ar bed.
Hag he galvas davetań,
Pa ’devoa bet dek vloaz.
An daou bried glac’haret,
’N o ziegezh goullo,
Ne raent nemet leńvań,
Bruzunet o c’halon,
Ha kollet o spi,
O fiziańs er vuhez.
Ha koulskoude ! O burzhud !
Andon ar vuhez a strinkas adarre.
Ha d’an daou bried oadet
’Voe ganet c’hoazh ur verc’hig,
Disheńvel deus eben,
Gant he blev gell-kistin-rous,
Hag he daoulagad rous-du
: me !…
Hag e voe anvet ar bugel :
— Anjela, Mari-Anjela,
Evel he maeronez.
— Kreskiń ’rae ’vel ur radenenn,
Ar Vreizhadez vihan —
Taer, amsent ha pennek,
Met tener he c’halon.
Un dra n’hellas morse gouzańv :
Gwelout he mamm o ouelań.
Teuziń ’rae he c’halon !
Hag a-benn ma oan savet,
’Oa oadet-bras va zud,
Ha brevet gant al labour
Ha trubuilhoů ar vuhez.
— Hag e chomis gante
Pa ’devoa nemeton —
« Aberzhet ganin va yaouankiz »,
’Vit harpań o c’hozhni.
N’am eus ket a geuz…
— O sikouret am eus da vevań
Gant va labour.
— Sederaet un tamm o
buhez
(Gant va diboellachoů)
— Graet war o zro ’n o
c’hleńved,
Kennerzhet o zremenvan…
Emaint bremań e klod Doue,
Am eus an esperańs.
Ha me ’rank derc’hel da vevań
Va-unanig !
Hag evit bevań : labourat tenn.
(Ar pezh a zo marteze
Evidon ur rikour)
Ket din da chom da veuziń
Em eńvorioů.
Met va c’halon c’houllo
Zo chomet pell toc’hor.
Ha remed ebet n’edo kavet
Evit va fareań.
Ken ’m eus kavet va-unan
Ul louzoů kevrinus !…
Zo bet ’vit va gouli
Ur balzam frealzus :
« Louzaouenn ar brezhoneg ! »
O ! met setu me c’hoazh o leńvań.
Hiziv ez eus kant vloaz,
E voe ganet va zad.
Ar C’hozhvarc’had, 25 a viz Here 1961